Herodez Veur

Ur pennad Herodez zo ivez.
Pezh moneiz kouevr eus Herodez Veur.
Herodez Veur, taolenn gant Théophile Lybaert.

Herodez (hebraeg הוֹרְדוֹס Hordos, henc'hresianeg: ἡρῴδης), pe Herodez Veur, pe Herodez Iañ (-73, -4), a oa ur roue a oa sujet d'ar Romaned, hag a renas e Judea, eus 37 kent JK betek ar bloaz -4, en ur rouantelezhig sujet d'ar Romaned, e kêr Jeriko, war-lerc'h Antigonus II. Anavezet eo dre skridoù Flavius Josephus.

Mab e oa da Antipater ha Cypros. Lakaet e voe da roue Jeruzalem gant ar Romaned. Tennañ a reas galloud digant ar veleien a rene e Judea abaoe Savidigezh an Eil Templ.

Lakaat a reas lazhañ e wreg Mariamne ha meur a hini eus he bugale, evit mirout a gaout kevezerien.

Er bloavezh -4, e Jeruzalem, pa oa Herodez war e dalaroù, ez eas farizianed yaouank da dennañ erer al lejionoù roman, hag int da emgannañ ouzh kazarn roman Jeruzalem. Ha Herodez da c'houlenn lakaat d'ar marv ar farizianed o devoa graet an torfed ouzh an erer roman, ma voent losket en o bev d'an 12 a viz Meurzh.

Pa varvas Herodez e voe rannet e rouantelezh etre peder lodenn pe tetrarkiezh:

  • ar gentañ d'e c'hoar Salome, hag ar re all etre e vibien
  • an eil d'e vab Herodez Arc'helaos (Judea),
  • an trede d'e vab Herodez Antipas (Galilea ha Perea)
  • ar pevare da Herodez Filipos II (Transjordania).

Developed by StudentB